peoplepill id: michel-gerard-1
MG
France
6 views today
6 views this week
Michel Gérard
French politician

Michel Gérard

The basics

Quick Facts

The details (from wikipedia)

Biography

Michel Gérard, bet ganet d'an 2 a viz Gouere 1737 e Roazhon (Il-ha-Gwilun, Breizh) hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu 1815 e Menezgervant (Il-ha-Gwilun, Breizh), a oa ur c'houer breizhat.

Anavezet-mat eo dre ma voe-eñ ar c'houer nemetañ bet dilennet da gannad an Trede-Stad e 1789. Mont a reas da Versailhez eta da gemer perzh e labourioù ar Vodadenn vonreizhañ vroadel, hag eñ gwisket evel ma veze war ar pemdez. Ar pezh a zegasas brud dezhañ diouzhtu ha graet e voe "père Gérard" anezhañ ker buan all. Pa voe digoret an dalc'h d'ar 5 a viz Mae 1789 e voe ar c'hannad nemetañ a gomzas ar roue Loeiz XVI outañ o lâret dezhañ « Bonjour mon bonhomme ! ». Michel Gérard an hini eo a ginnigas ar vonreizh da Loeiz XVI d'an 3 a viz Gwengolo 1791, kement-mañ diwar c'houlenn prezidant ar Vodadenn Théodore Vernier (1731-1818).

Chom a reas e karg eus ar 17 a viz Ebrel 1789 betek an 30 a viz Gwengolo 1791 pa voe divodet ar Vodadenn vonreizhañ vroadel ha distreiñ da Vreizh da-heul hep ober war-dro ar politikerezh ken.

Roet e voe e anv d'ur straed e Roazhon (d'ar 25 a viz Gouere 1983) koulz hag e kêrioù all e Breizh evel Lannuon (Aodoù-an-Arvor), Menezgervant evel-just, Pazieg ha Torigneg-Fouilharzh (Il-ha-Gwilun).

Almanach du Père Gérard

D'an 20 a viz Gwengolo 1791 e voe roet lañs d'ur genstrivadeg, e Pariz, gant "Kevredigezh Mignoned ar Vonreizh" evit kavout un doare efedus da reiñ d'ar bobl da anavezout perzhioù mat ar reizhiad politikel nevez an abretañ ar gwellañ. Kefridiet e voe c'hwec'h barner — Étienne Clavière, Nicolas de Condorcet, Jean Dussaulx, Henri Jean-Baptiste Grégoire, François Xavier Lanthenas hag Étienne Polverel — da zibab etre an daou raktres ha daou-ugent a oa bet kinniget a-benn ar fin.
Almanach du Père Gérard gant Jean-Marie Collot d'Herbois (1749-1796) a yeas ar maout gantañ. Embannet e miz Here da-heul e oa un almanag a-benn 1792 : un deiziadur hag ar zodiak ennañ evel-just ha daouzek kaozeadenn (sañset) an tad Gérard gant annezidi e gorn-bro.

Savet e voe an oberenn e yezhoù rannvro ivez : brezhoneg, flandrezeg ha provañseg. Troet e voe en alamaneg ha saozneg zoken. Adkavet e oa bet gant Gwennole ar Menn (1938-2009) div droidigezh e brezhoneg eus al levrig

  • doare Brest : Armanac an tad Gerard evit ar Bloas 1792, An trede hini eus al liberte ; Labour en deus gounezet ar Pris preposet gant Compagnunez Mignounet ar Constitucion, sieget er Jacobinet, e Paris,
  • doare Kemper : Armanac an tad coz Gerard evit ar Blavez 1792, Ar bevare eus al Liberte embannet e penn-kentañ 1792.

    Livadurioù all gant Jacques-Louis David

    Poltred,
    (diechu, etre 1791 ha 92).
    Le Serment du Jeu de paume,
    (diechu, eus 1790 da 92).

    Levrlennadur

    • Charles Tillon, Le Laboureur et la République : Michel Gérard, député paysan sous la Révolution française, Fayard, 1983.

    Notennoù ha daveennoù

    The contents of this page are sourced from Wikipedia article. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.
    Lists
    Michel Gérard is in following lists
    comments so far.
    Comments
    From our partners
    Sponsored
    Michel Gérard
    arrow-left arrow-right instagram whatsapp myspace quora soundcloud spotify tumblr vk website youtube pandora tunein iheart itunes