Michel Gérard
Quick Facts
Biography
Michel Gérard, bet ganet d'an 2 a viz Gouere 1737 e Roazhon (Il-ha-Gwilun, Breizh) hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu 1815 e Menezgervant (Il-ha-Gwilun, Breizh), a oa ur c'houer breizhat.
Anavezet-mat eo dre ma voe-eñ ar c'houer nemetañ bet dilennet da gannad an Trede-Stad e 1789. Mont a reas da Versailhez eta da gemer perzh e labourioù ar Vodadenn vonreizhañ vroadel, hag eñ gwisket evel ma veze war ar pemdez. Ar pezh a zegasas brud dezhañ diouzhtu ha graet e voe "père Gérard" anezhañ ker buan all. Pa voe digoret an dalc'h d'ar 5 a viz Mae 1789 e voe ar c'hannad nemetañ a gomzas ar roue Loeiz XVI outañ o lâret dezhañ « Bonjour mon bonhomme ! ». Michel Gérard an hini eo a ginnigas ar vonreizh da Loeiz XVI d'an 3 a viz Gwengolo 1791, kement-mañ diwar c'houlenn prezidant ar Vodadenn Théodore Vernier (1731-1818).
Chom a reas e karg eus ar 17 a viz Ebrel 1789 betek an 30 a viz Gwengolo 1791 pa voe divodet ar Vodadenn vonreizhañ vroadel ha distreiñ da Vreizh da-heul hep ober war-dro ar politikerezh ken.
Roet e voe e anv d'ur straed e Roazhon (d'ar 25 a viz Gouere 1983) koulz hag e kêrioù all e Breizh evel Lannuon (Aodoù-an-Arvor), Menezgervant evel-just, Pazieg ha Torigneg-Fouilharzh (Il-ha-Gwilun).
Almanach du Père Gérard
D'an 20 a viz Gwengolo 1791 e voe roet lañs d'ur genstrivadeg, e Pariz, gant "Kevredigezh Mignoned ar Vonreizh" evit kavout un doare efedus da reiñ d'ar bobl da anavezout perzhioù mat ar reizhiad politikel nevez an abretañ ar gwellañ. Kefridiet e voe c'hwec'h barner — Étienne Clavière, Nicolas de Condorcet, Jean Dussaulx, Henri Jean-Baptiste Grégoire, François Xavier Lanthenas hag Étienne Polverel — da zibab etre an daou raktres ha daou-ugent a oa bet kinniget a-benn ar fin.
Almanach du Père Gérard gant Jean-Marie Collot d'Herbois (1749-1796) a yeas ar maout gantañ. Embannet e miz Here da-heul e oa un almanag a-benn 1792 : un deiziadur hag ar zodiak ennañ evel-just ha daouzek kaozeadenn (sañset) an tad Gérard gant annezidi e gorn-bro.
Savet e voe an oberenn e yezhoù rannvro ivez : brezhoneg, flandrezeg ha provañseg. Troet e voe en alamaneg ha saozneg zoken. Adkavet e oa bet gant Gwennole ar Menn (1938-2009) div droidigezh e brezhoneg eus al levrig
- doare Brest : Armanac an tad Gerard evit ar Bloas 1792, An trede hini eus al liberte ; Labour en deus gounezet ar Pris preposet gant Compagnunez Mignounet ar Constitucion, sieget er Jacobinet, e Paris,
- doare Kemper : Armanac an tad coz Gerard evit ar Blavez 1792, Ar bevare eus al Liberte embannet e penn-kentañ 1792.
Livadurioù all gant Jacques-Louis David
Levrlennadur
- Charles Tillon, Le Laboureur et la République : Michel Gérard, député paysan sous la Révolution française, Fayard, 1983.