peoplepill id: jean-pierre-tillenon
JT
France
11 views today
11 views this week
The basics

Quick Facts

A.K.A.
Yann-Ber Tillenon
Places
Work field
Gender
Male
Place of birth
13th arrondissement of Paris, Paris, Seine, France
Age
77 years
The details (from wikipedia)

Biography

Yann-Ber Tillenon pe Yann-Ber Tihernon — Jean-Pierre Tillenon e anv kefridiel — zo un emsaver, ur madoberour hag un arzour kevredadelour hanter-vrezhon hanter-alaman, bet ganet e 1947 e Pariz.

Buhez hag obererezh

Desavet e voe en ur familh a vourc'hizion vreizhat a orin eus Bro-Bagan a-berzh tad, hag a orin alaman hag elzasat a-berzh mamm. E dad-kozh a voe un drouiz eus an Emsav kentañ gant al lesanv Al Louzaouer. E dad a oa Drouiz er Gorsedd, gant al lesanv Thenenan. Yann-Ber Tillenon a reas anaoudegezh gant meur a emsaver evel Guy Étienne, Youenn Olier, Morvan Marchal pe Remont Jestin.

E darempred ez eas gant Ker-Vreiz adalek 1964.Deskiñ a reas brezhoneg adalek 1968, e Kelc'h Debauvais. Goude bout bet legionour en arme Bro-C'hall, e Mururoa, e diwezh ar bloavezhioù 1960 e teuas da vout un ezel eus ar Strollad sokialour, tost d'ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ Action Directe peogwir e oa kamalad kleiz Joëlle Aubron.

Levezonet e voe gant Goulven Pennaod ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Kêr-Vreiz hag e Goursez Breizh, er bloavezhioù 70. Adalek deroù ar bloavezhioù 1980 e pellaas diouzh an tu-kleiz. E 1983 e savas gant Goulven Pennaod ar gevredigezh pagan Kelc'h Maksen Wledig, a-gevret gant Bernez Jestin ha Tieri Gwigourel. "Diaspad" e oa kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se, ha pennadoù a skrivas enni. Daou bennad a skrivas er gelaouenn Al Liamm, ivez : Yann Kelhag Evit ar re a zo en toull.

Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe 1987, kemmet anv ar gevredigezh-se e "Kêrvreizh" gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù Aber pe Nidiad. Ur gelaouennig Kêrvreizh a embanne.

Bep ha ma tostaas ouzh an tu-dehou pellañ nevez gall e savas ur strolladig europeour e penn kentañ ar bloavezhio01990 gant Goulven Pennaod, Tristan Mordrelle ha Guillaume Faye, Europa Riezel an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1990 ez embann pennadoù evit difenn keal un Europa kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman Concordia oppositorum ("Emglev ar c'hontroloù" e latin), da lavarout eo bodañ tud eus an tu-dehoù hag eus an tu-kleiz, evit brudañ ar pezh a zo boutin etrezo ha diazez ar politikerezh kevreadelour hervezañ. Danvez kuzulier-departamant eo bet e 2004 evit kanton Lanniliz. D'ar 6 a viz Mezheven 2006 en doa sinet un emglev gant politikourion ouennelour eus an tu-dehoù pellañ evit gwareziñ ar ouenn.

Livañ ha kizellañ a ra taolennoù ha delwennoù hag a denn da zanvez Breizh hag an Emsav, evel poltredoù eus Paganiz, eus Guy Étienne pe Youenn Olier. E oberoù zo war ziskouez e karter Montparnasse e Pariz, e stal Kêrvreizh a zo sko ouzh bered ar c'harter-se.

Ereoù diavaez

Notennoù

<references>

  1. Gw. Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000, Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51
  2. Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.
  3. Niverenn 184 Al Liamm, 1977.
  4. Niverenn 200 Al Liamm, 1980.
  5. Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.
  6. Gw. Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours, Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394
  7. Gw. e bennad Candidature présidentielle fédéraliste (e galleg)
  8. Gw. Galv Moskova (e galleg)
The contents of this page are sourced from Wikipedia article. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.
Lists
Jean-Pierre Tillenon is in following lists
comments so far.
Comments
From our partners
Sponsored
Credits
References and sources
Jean-Pierre Tillenon
arrow-left arrow-right instagram whatsapp myspace quora soundcloud spotify tumblr vk website youtube pandora tunein iheart itunes