Jean-Bernard Vighetti
Quick Facts
Biography
Jean-Bernard Vighetti | |
---|---|
Anv | Jean-Bernard Vighetti |
Ganet | 30 a viz Eost 1943 Pontkastell-Keren (Bro-Wenrann) |
kemmañ |
Jean-Bernard Vighetti, ganet e Pontkastell-Keren (Bro-Wenrann) d'an 30 a viz Eost 1943, a zo un den hag a ra war-dro sevenadur Breizh.
Buhez
Studioù istor ha douaroniezh en deus heuliet. Kinniget en deus un dezenn a-zivout deroù ha diorroadur an douristelezh e ledenez Gwenrann. Goude bezañ bet karget da ziorren an douristelezh e broig ar Menez e Breizh-Uhel e teuas da vezañ karget a gefridi e Komite kenurzhiañ evit adaozadur Broioù ar Gwilen e Redon e 1969.
Krouiñ a ra ar c'hentañ "Bro Degemer Touristel" eus Frañs.
Karget e voe eus an douristelezh war ar maez e Komite Rannvro an douristelezh e 1973. Krouiñ a reas an ABRI evit ar valeerien e 1974, diorren a reas rouedad ar c'hêrioù bihan neuziet-kaer (Petites cités de caractère) adalek 1975 ha krouiñ a reas "Kevredigezh Rannvroel an Atantoù-Ostalerioù" e 1977.
Unan eus krouerien Bodad Sevenadurel Broioù ar Gwilen ha gouel ar Bogue d'or e Redon e 1975e voe.
E penn Ofis Touristelezh Roazhon edo etre 1980 ha 2001. Krouet en deus gouel Les Tombées de la Nuit Roazhon evit skoazellañ ar c'hrouiñ e Breizh.
Maer Paolieg (Bro Redon) eo bet etre 1989 ha 2014.
E 2013 eo bet dilennet da brezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, bodad aliañ ar C'huzul rannvro, war-lerc'h Catherine Latour he doa erlec'hiet Paul Molac p'en doa roet hemañ e zilez pa oa bet dilennet da gannad.
Resevet en deus Kolier an Erminig e 1999.
Oberennoù
- Charmes et secrets des pays de Vilaine, Éditions des Paludiers, 1974 (BNF cb345633117)
- Eil embannadur, Éditions des Paludiers, 1984, 2-85639-009-1 (cb34766700r)
- Découvrez les bords de la Vilaine : rivière des ducs de Bretagne, Éditions des Paludiers, 1976 (BNF cb345832581)
- La Turballe : port sardinier, station estivale, Éditions des Paludiers, 1976 (BNF cb34584106r)
- La Vilaine, chemin d'eau de Haute-Bretagne : de Rennes à Messac, Éditions des Paludiers, 1983 (BNF cb34763563c)
- Les Canaux bretons, Roazhon, Ouest-France, 1985 (ISBN 2-85882-669-2, BNF cb348450292)
- Cités d'Art en Bretagne gant re all, 1994, ISBN 2-906670-58-8
- La Baule et la presqu'île guérandaise
- levrenn 1, Éditions des Paludiers, 1974 (BNF cb34559496z)
- de 1820 à nos jours, Éditions des Paludiers, 1974 (BNF cb34293414n)
- levrenn 2, 1879-1900, Éditions des Paludiers, 1975 (BNF cb34550469w)
- levrenn 3, Le Grand essor ou l'Ère de l'automobile, Éditions des Paludiers, 1976 (BNF cb34587672n)
- levrenn 4, 1932-1964, Éditions des Paludiers, 1978 (BNF cb34600936f)
- levrenn 1 (adembannadur) : XIXe siècle, la naissance des bains de mer, Siloé, 2003 (ISBN 2-84231-255-4 BNF cb39054886c)
- levrenn 2 (adembannadur) : XXe siècle, le grand essor du tourisme, Siloé, 2003 (ISBN 2-84231-257-0 BNF cb39054875q)
Daveoù
- ↑ha Kate STENT (27 a viz Here 2012). "Jean-Bernard Vighetti créait la Bogue il y a 37 ans". Ouest-France
Mammennoù
- Lec'hienn Skol-Uhel ar Vro: [1]
- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013