Claudine Mazéas
Quick Facts
Biography
Claudine Mazéas, bet ganet d'ar 26 a viz Gwengolo 1926 e Gwengamp (Bro-Dreger), a zo ur Vretonez hag he deus labouret kalz en-dro da c'hlad sevenadurel brezhonek dre gomz.
Buhez
Merc'h eo da C'houlven Mazéas ha da Denise Weil. Juzev e oa Denise Weil.
Daremprediñ a reas Yaouankizoù Strollad Broadel Breizh ha Framm Keltiek Breizh renet gant Roparz Hemon pa oa liseadez e Roazhon.
E miz Kerzu 1943 e voe diskuliet ar familh. Kaset e voe ar vamm hag an daou vugel da gamp Drancy.
Dispac'hañ a reas Goulven Mazéas evit o dieubiñ. Dont a reas a-benn.
Goude ar brezel e kinnigas Reun Kreston, ur mignon d'ar familh, da gClaudine heuliañ ur staj aozet gant Ar Falz en Enez-Vaz. Pitilh e teuas da vezañ gant ar glad sevenadurel dre gomz. Gant skoazell Mirdi Mab-den e teuas da vezañ unan eus ar brasañ dastumerien kontadennoù ha kanoù a Vro-Dreger hag a Gerne-Uhel.
Sikouret he deus kalz kanerien evel Yann-Fañch Kemener, Anne Auffret ha Denez Prigent.
Emezelañ a reas er MOB e 1958. Ezel eo bet eus Club Bretagne Démocratie Michel Phlipponneau. Kemer a ra ingal he c'hartenn en UDB.
Resevet he deus Kolier an Erminig e 2006.
Mammennoù
- Lec'hienn Skol-Uhel ar Vro: [1]
- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013