peoplepill id: paol-kalvez
PK
France
1 views today
6 views this week
Paol Kalvez
French writer

Paol Kalvez

The basics

Quick Facts

Intro
French writer
From
Work field
Gender
Male
Birth
1924, Locronan, canton of Châteaulin, arrondissement of Châteaulin, France
Age
100 years
The details (from wikipedia)

Biography

Paol Kalvez
Anv ofisielPaul Le Calvez
Anv pluennPaol Kalvez
ObererezhDanevellour
Prederour
Kazetenner
Troour
Ganedigezhe 1924
e Lokournan,Breizh
Yezh skrivañBrezhoneg
Luskad lennegelImbourc'h
Oberennoù pennañ
Kambr ar stered
Sklêrijenn ar Feiz kristen (troidigezh)


Paol Kalvez zo ur skrivagner bet ganet er bloavezh 1924 . Un emsaver eo ha skrivet en deus meur a bennad.

Buhez

Ganet e voe e Lokournan e 1924, e vamm a oa o terc’hel meur a stal er vourc’h hag e dad a oa mañsoner eus e vicher. Desavet eo bet e brezhoneg betek an oad a 13 vloaz.

Mont a reas da studiañ al latin, al lennegezh, an douenoniezh hag ar brederouriezh e skolioù kristen, e Bro-Okitania hag e Bro-Dunizia. Fellout a rae dezhañ mont da visioner. Soudardet eo bet e 1943 betek 1945. Daoust dezhañ da glask bout misioner ha beleg, e voe nac'het dezhañ hag e tistroas el Lu e-men e teuas da vout kontouer ag is-ofisour. Emstaliañ a reas e Roazhon.

Tad eo da zaou vugel en deus desavet e brezhoneg.

Labour emsaver

Bet eo bet unan eus renerien bouezusañ KEAV e-pad ur mare, a-gevret gant Ronan Huon ha Vefa de Bellaing hag e kengrouas SADED gant Guy Étienne ha Youenn Olier. Sevel a reas darempredoù etre KEAV ha SADED eus 1963 da 1967. War-lerc'h e kuitas embregerezhioù Guy Étienne evit labourat e savadurioù katolik gant Youenn Olier. Klasket en doa skoulmañ darempredoù etre KEAV ha Skol An Emsav (SAE) er bloavezh-skol 1970-71, pa oa SAE ur gevredigezh kristen. Paouez a reas da labourat evit KEAV e 1977.

Ur paot-mat a bennadoù en deus skrivet evit ar gelaouenn Imbourc'h ha kavout a reer lod eus e brederiadennoù, merket don gant ar feiz kristen, war load Emglev An Tiegezhioù. Kenderc'hel a reas al labour kroget gant Marsel Klerg evit sevel ha skridaozañ ur breviel e brezhoneg e 12 levrenn (Lennadurioù kristen).

E 2007, Paol Kalvez en deus skrivet ul levr : Kambr ar stered, embannet gant an ti-embann Mouladurioù Hor Yezh. Ennañ e kaver un c'hendiviz gant Malo Bouessel du Bourg a-zivout red e vuhez en tu all da pevar-ugent vloaz hag e gejadennoù gant tud 'zo evel Lanza del Vasto da skouer .

E 2015 ez eo embannet e droidigezh eus ar c'helc'hlizher "Lumen Fidei" skrivet gant ar pab Frañsez, troet "Sklêrijenn ar Feiz kristen" gantañ.

Notennoù

  1. Gw. ar pennad Paol Kalvez war load KEAV : Paol Kalvez
  2. Load Emglev an Tiegezhioù
  3. Ur vurutelladenn amañ : Kambr ar stered, Paol kalvez (2007)
  4. Gw. ar pennad Lumen Fidei e brezhoneg war load Ar Gedour Mag (galleg)
The contents of this page are sourced from Wikipedia article on 07 Jul 2020. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.
Lists
Paol Kalvez is in following lists
comments so far.
Comments
From our partners
Sponsored
Reference sources
References
Paol Kalvez
arrow-left arrow-right instagram whatsapp myspace quora soundcloud spotify tumblr vk website youtube pandora tunein iheart itunes