peoplepill id: gweltaz-adeux
GA
France
1 views today
1 views this week
Gweltaz Adeux
French musician

Gweltaz Adeux

The basics

Quick Facts

Intro
French musician
From
Work field
Gender
Male
Birth
Age
74 years
Family
Children:
The details (from wikipedia)

Biography

Gweltaz Adeux zo urgitarour naonedatbet o seniñ pell amzer gant ar stolladEV e-touez ar re gentañ oc’h ober rock e brezhoneg, seniñ ar ra ivez klavier 'barzh e bladenn nevez. Ur c’haner a Vreizh eo, ganet e bloavezhioù’50 e hanternoz Afrika.

Labouret en deus ivez gantAlan Stivell, Tri Yann, The Silencers, Elmer Food Beat, Johnny Clegg ha reoù all.

E-unan e kan bremañ.

Buhez

A-hed d'e yaouankiz en deus beajet Gweltaz Adeux dre ar vro gant e dud. Ur bern traoù en deus graet e-kerzh e yaouankiz hag ur bern broioù en deus gwelet. E-pad 30 vloaz eo bet boazet G.Adeux d’ober tro ar vro, met bremañ ez eo diaes un tamm evitañ gant an nebeud a amzer en deus. Evit poent e c’hortoz lakaat e gwerzh e bladenn nevez Ehan zo war ar stern, e miz Du 2010 e vo echu. Chomet eo da vevañ e Breizh,e Normandi hag e hanternoz Bro C'hall dre-vras. Emañ o chom bremañ gant e vugale e Naoned.

Tad eo da Valo Adeux, unan eus diazezerion ar gelaouenn lennegel Nidiad.

Sonerezh

Sonet en deus G.Adeux gant meur a strollad.

  • EV
  • Malt Gang
  • ...

EV

Krouet e voe strollad EV e deroù ar bloavezhioù ’80 en Naoned. Sonet e voe an abadenn gentañ ar 27 a viz C'hwevrer 1981. D'ar mare-se e oa daou Finnad, breudeur anezho, Jari ha Harri (aet d'an anaon e 1997) ha daou Vreizhad, Sylvain ha Gweltaz. Etre 1981 ha 2007 eo bet kaner ar strollad EV.

E Vuhez Soner

Kroget e oa da ganañ en ur strollad e anv Malt Gang e dibenn ar bloavezhioù '70, gant ar gitarour Lucas Szabojnik. Adalek 1981 betek 2007, e oa G. Adeux o kanañ gant ar strollad EV. Labouret en deus gant Alan Stivell, Tri Yann, The Silencers, Elmer Food Beat, Johnny Clegg ha re all. Bremañ e labour G. Adeux en un triad savet gantañ: Nico Guérin ouzh ar gitar-bout hag Anabelle Calvez, sonerez taboulinoù ha batiri er strollad.Ehan a vo pladenn da zont an triad, bepred gant e vouezh uhel ha son rock pop, e brezhoneg evel-just.

Brezhoneg

Krog eo Gweltaz Adeux da gomz brezhoneg n’eo ket er skol met war varlenn e vamm, e dud a oa eus Bro-C’halloù. Re gozh e oa hervezañ evit deskiñ brezhoneg er skol. Krog eo da beurzeskiñ brezhoneg dre lizher da gentañ, ha da eil, e Naoned gant Roland Mogn e-kerzh ar c'hentelioù noz. Kelenner war ar brezhoneg eo bremañ Gweltaz Adeux, e-barzh ar gevredigezh Kentelioù an Noz, e Naoned.

Pladennoù

Pladennoù EV

  • Mont da welet roll pladennoù EV

Pladennoù goude marevezh EV

  • Ehan (pladenn), 2010
    • Kelc’hioù du ha kelc’hioù glas
    • Plantañgwez
    • Deiz pe zeiz, gwezh pe wezh
    • Deizioù hañv
    • N’out ket mat, emezi
    • Gerioù hud
    • A-us d’ar reier lemm
    • Birvilh an dour
    • Kleier o tintal
    • N’eo ket aes bepred
    • Ar steredoniezh
    • REDADEG(bonuz)

Liamm diavaez

The contents of this page are sourced from Wikipedia article on 14 Jul 2020. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.
Lists
Gweltaz Adeux is in following lists
comments so far.
Comments
From our partners
Sponsored
Reference sources
References
Gweltaz Adeux
arrow-left arrow-right instagram whatsapp myspace quora soundcloud spotify tumblr vk website youtube pandora tunein iheart itunes