peoplepill id: tepot-gwilhmod
TG
1 views today
1 views this week
Tepot Gwilhmod

Tepot Gwilhmod

The basics

Quick Facts

Gender
Male
The details (from wikipedia)

Biography

Tepot Gwilhmod pe Tepod Gwilhmod, anvet Thibault Guillemot ent-ofisiel, zo un emsaver mirour hag un embanner katolik breizhat, bet ganet e Kemper e 1961.

Buhez

Desket brezhoneg gantañ pa oa krennard, en deus skrivet adalek e driwec'h vloaz evit ar sizhunieg roazhonat An Amzer ha dreist-holl evit ar gelaouenn Imbourc'h.

Kemeret en doa perzh en Unvaniezh Koad Kev, e MRB hag e Tudjentil Breizh, met oberiant eo bet dreist-holl gant Kristenion Breizh, Tiegezh Santez Anna, Oaled Sant Erwan hag Emglev An Tiegezhioù. En Emsav e tifenn ur savboent kristen, mirourel.

Diskibl eo da Youenn Olier ha da Paol Kalvez, Yann Mikael ha Youenn Troal e kenlabour ganto hag e skriv er gelaouenn Kannadig Imbourc'h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù ma 'z eo ar prezidant anezhi abaoe 2001. Merañ a ra ti-embann Imbourc'h.

Oberenn

Levr

  • Goueler ar Sent. A-hed ar bloaz bevañ gant ar sent., Imbourc'h, 1994, 270 p.

Pennadoù en Imbourc'h hag e Kannadig Imbourc'h

  • An Tiegezh da gentañ, niverenn 75
  • Ar C'hristengaserezh, niverenn 81, 2013
  • Ar pezh-C'hoari Yerma, niverenn 73
  • Brevial Roma e brezhoneg, niverenn 59
  • C'hoant Kaout Lidoù, niverenn 45
  • Da Heul Disentez ur Politikerezh Yezhel evit Breizh, niverenn 40, 2005.
  • Danevell Nedeleg, niverenn 43
  • Gerioù-stur : Roll gerioù-stur Tudjentil Breizh brezhonek o stumm orin, niverenn 52
  • Envorennoù bugaleaj : Seiz pe eizh vloaz e oan (Plugüen), niverenn 69
  • Iliav ha Moger, pe Feiz ha Breizh, niverenn 29
  • Jakez Ar C'hann : ur stourmer eus Logonna Daoulaz evit ar brezhoneg, niverenn 51
  • Tren an Emrenerion ?, niverenn 65
  • Tri-ugentvet Deiz-ha-Bloaz Emglev an Tiegezhioù, niverenn 52
  • Youenn Olier « Enez Ar Vertuz », niverenn 43 (...)

Notennoù

  1. Atebeg an UKK e oa etre 2000 ha 2004.
  2. Aet war ar renk evit an dilennadegoù-kanton e Lanniliz e 2004 : Tepod Gwilhmod, danvez kuzulier er gelaouenn Le Télégramme.
  3. Meur a bennad en deus skrivet evit kelaouenn ar gevredigezh-se evel "1911-2011 : 100 bloavezh a genskoazell e Breizh" (Tudjentil Breizh, niverenn 11, Hañv 2011).
  4. Gw pennad ar gelaouenn Ya ! : Dimeziñ heñvelreizh : a-du hag a-enep, miz Genver 2013
  5. Gw. Ul levr katekiz embannet war Le Télégramme (e galleg)
The contents of this page are sourced from Wikipedia article. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.
Lists
Tepot Gwilhmod is in following lists
comments so far.
Comments
From our partners
Sponsored
Credits
References and sources
Tepot Gwilhmod
arrow-left arrow-right instagram whatsapp myspace quora soundcloud spotify tumblr vk website youtube pandora tunein iheart itunes