peoplepill id: loeiz-bihanig
LB
1 views today
1 views this week
Loeiz Bihanig
schrijver

Loeiz Bihanig

The basics

Quick Facts

Intro
schrijver
Work field
Gender
Male
Death
The details (from wikipedia)

Biography

Bez' ez eo bet Loeiz Bihanig (Landeda 1924Sant-Maloù 1998), Louis Bihannic e marilh an ti-kêr, Yannig Kerleon e anv-pluenn, ur skrivagner brezhonek hag ur stourmer evit ar yezh en deus skoazellet ar gelaouenn Al Liamm evel sekretour e-pad meur a vloaz.

Loeiz Bihanig
Bodadeg gant burev Al Liamm 1983-08-17 : Loeiz Bihannig, Yann-Bêr d'Haese, Andrev Latimier, Ronan Huon

E vuhez

Ganet 'oa bet Loeiz Bihannig e Landeda, e Bro-Leon, d'an 19 a viz Gouere 1924. Bevet en deus e yaouankiz e Landeda. Un atant o doa e dud eno. Karet e oa gant e dud. 5 bugel o deus bet. O vezhina e veze e dad en enezeier (Trielen, ...) c'hwec'h miz ar bloaz. Bezhinaer-pesketaer-labourer-douar e oa bet Loeiz Bihannig gant e dad en e vugaleaj. N'en doa klevet nemet brezhoneg betek e seizh vloaz, pa oa aet d'ar skol. Ur wech tapet e « santifikad » e oa aet da studiañ da skolaj Sant Charlez e Kemper, e 1937. Eno e kinnige an Ao. Kerbiriou kentelioù istor Breizh d'e skolidi, ar pezh oa ral d'ar mare-se. Brezhonegerien e oa an holl skolidi koulz lavaret, ha bet e oa ar c'hentelioù-se un dizoloadenn vras evit meur a hini anezho, peadra da vagañ o freder. En em enskrivañ a reas Loeiz Bihannig e Skol Ober, da beurzeskiñ e yezh-vamm.

E vicher

Goude e goñje e studias e skol ar mor e Pempoull. Echu e studioù gantañ ez eas da eil gabiten ha da gabiten er verdeadurezh-kenwerzh. E-pad ar bloavezhioù-se en doa bet tro da zaremprediñ porzhioù hanternoz Europa, Mor Breizh, ar Mor Atlantel, Afrika, Azia, Amerika an Norzh hag Amerika ar Su. Plijout a rae kalz dezhañ en em gavout gant tud ha sevenadurioù all, daoust d'an dispartioù hir diouzh e dud. War-dro 1950 e koumanantas da « Al Liamm », ha bep bloaz p'en em gave en douar ez ae da gaout Ronan Huon, evitañ da gaout keleier diwar-benn Breizh hag an Emsav. E 1965, e tivizas klask labour en douar, da vevañ gant e familh. Da ofiser-porzh ez eas neuze, e Dieppe da gentañ, hag e Sant-Malo e 1971. Pa oa e Dieppe e krogas en-dro gant kentelioù « Skol Ober », a-raok ober tri rummad eus kentelioù SADED. E 1972 ez eas da gelenner gant « Skol Ober ». Nebeut amzer goude bezañ en em gavet e Sant-Maloù e c'houlennas Ronan Huon digantañ ober war-dro sekretouriezh « Al Liamm ». Ar pezh a reas e-pad pemzek vloaz, o kenlabourat gant Pêr ar Bihan, teñzorer ar gazetenn, hag a oa o chom e Sant-Maloù ivez.

Dimezet eo bet ha bet en deus daou vab, en o zouez Gwenole.

Marvet eo e 1998 ur miz hepken war-lerc'h Andrev Latimier, unan eus e vignoned wellañ. Bez' e oa Andrev Latimier unan hag en deus kenlabouret gantañ el Liamm e-pad kalz a vloavezhioù.

Oberennoù

  • Daou levr:
    • Eñvorennoù ur c'hi, ul levr evit ar vugale, embannet gant An Here e 1989.
    • Gant avel ar vuhez, embannet gant Al Liamm-An Here e 2000.
  • Pennadoùwar Al Liamm:
    • 1.Gant e anv gwir:
      • An troc'hañ-tali war aodoù Bro-Leon, (niv.126)
      • Skouer pobloù all, (niv.224-225), pajenn 210
    • 2.Gant an anv « Yannig Kerleon » (danevelloù):
      • Prantadig glan ar Sul, (niv.288)
      • Ur bugel hirc'hortozet, (niv.295)
      • Helena, proferez an dour benniget, (niv.310)
      • Tud Moalenez, (niv.310)
      • Un taol tourmant ruz, (niv.319)
      • Dienez, (niv.320)
      • Aloubadeg, (niv.322)
      • Ar morvil, (niv.323)
      • Faro, (niv.323)
      • War an talbenn e Diksmuid e 1915, (niv.330)
  • Ur roll gerioù dastumet e Landeda, embannet war Hor Yezh.*Roll gerioù eus Landeda, Hor Yezh
The contents of this page are sourced from Wikipedia article. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.
Lists
Loeiz Bihanig is in following lists
comments so far.
Comments
From our partners
Sponsored
Loeiz Bihanig
arrow-left arrow-right instagram whatsapp myspace quora soundcloud spotify tumblr vk website youtube pandora tunein iheart itunes