peoplepill id: job-an-irien
JAI
France
1 views today
3 views this week
Job An Irien
French priest

Job An Irien

The basics

Quick Facts

Intro
French priest
Places
Work field
Gender
Male
Religion(s):
Place of birth
Bodilis, canton of Landivisiau, Finistère, Brittany
Age
87 years
The details (from wikipedia)

Biography

Job an Irien zo ur beleg leonat, kantikour ha skrivagner brezhonek.

Bugaleaj ha yaouankiz

Ganet eo bet Job an Irien e Bodiliz d'an 15 a viz Here 1937 en un endro brezhonek. Darempredet en deus skouted Bleimor en e yaouankiz. Beleget e voe d'an 29 a viz Mezheven 1962.

Oberennoù

Skrivañ a ra e-barzh Ya !, "Le Progrès de Cornouaille", "Le Courrier du Léon". Embann a ra kronikennoù bep sizhun. Betek 1982 en doa skrivet kalz er Bleun Brug, aet da get. Klevout a reer anezhañ er skingomz "RCF Rivages" ivez, evit pedennoù ha pennadoù komz. Aozañ a ra pirc'hirinadennoù gant brezhonegerien yaouank. Oberiant-kenañ eo war dachenn ar sonerezh ivez : torkadoù kantikoù ha kantadoù e-leizh en deus embannet en e oberennoù evit an holl (Ar Marh-dall, War warh ar mor), hag evit ar vugale (Klask a ran, Dremm an Aotrou...). Testennoù sakr e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a vez embannet kalz gantañ ivez (gwelet ti-embann Minihi Levenez). Prezidant ar gevredigezh Minihi Levenez eo. Reiñ a ra Job an Irien kentelioù katekiz e skolajoù Diwan Penn-ar-Bed hag e lise Diwan.

Ober a ra gant ar skritur anvet skolveurieg.

Eus 1962 betek 1982 e kemer perzh a dost e buhez ar Bleun-Brug oc’h embann ingal e Kaierou ar Bleun Brug, kanaouennoù (dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg Hag e paro an heol gant Michel Scouarnec ha René Abjean) ha kanadegoù (Ar Marh Dall, War varh d’ar mor gant René Abjean ha lazoù-kanañ Penn ar Bed).

Dre youl an Eskop Barbu e voe krouet e 1984 ar greizenn Minihi-Levenez, lec’h emgav evit ar vrezhonegerien. Job an Irien, e karg eus al lec’h-mañ, a gendalc’h da skrivañ o reiñ un ton muioc’h relijiel d’e oberenn : "Kantikoù evit ar vugale", "Klask a ran" ha "Dremm an Aotrou", kanadeg "Kan evid ar peoc’h", ha da c’houde, "War heñchou ar bed" gant Christian Desbordes hag adarre lazoù-kanañ Penn-ar-Bed. E 2000 e krou "Kalon ar bed" gant Christian Desbordes ha René Abjean en iliz-veur Kemper hag e kendalc’h war un dro da skrivañ kantikoù.

Diouzh un tu all, adalek 1990, e ro lañs d’un ti-embann divyezhek (nemet evit al levrioù relijiel hag a zo e brezhoneg penn-da-benn) gant kenlabour Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel, Fañch Morvannou, Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic... Lakaat a ra ar gelaouenn Minihi-Levenez da zont er-maez en un doare reoliek hag e skriv ingal er gazetenn sizhuniek Le Courrier du LéonLe Progrès de Cornouaille ha nevesoc’h er gazetenn Ya!. Kement-se hep derc’hel kont eus an aozañ pic’hirinajoù er broioù kelt hag aluzoneri skolajoù ha lise Diwan e Penn-ar-Bed.

Enorioù

E 2007 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.

Liammoù

The contents of this page are sourced from Wikipedia article. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.
Lists
Job An Irien is in following lists
comments so far.
Comments
From our partners
Sponsored
Job An Irien
arrow-left arrow-right instagram whatsapp myspace quora soundcloud spotify tumblr vk website youtube pandora tunein iheart itunes