Jean-François Caër
Quick Facts
Biography
Yann-Frañsez ar C'haer, pe Jean-François Caër hervez e anv ofisiel (Plabenneg, 16 a viz Ebrel 1861 - Lambezelleg, 26 a viz Du 1937) a oa ur beleg katolik eus Bro-Leon hag ur skrivagner brezhonek.
Beleget e oa bet d'an 10 a viz Eost 1886 a-raok mont da gure ha person e meur a barrez eus Eskopti Kemper ha Leon :
- kure e Skaer adalek an 9 a viz Eost 1887,
- kure e Penmarc'h adalek ar 26 a viz Meurzh 1889,
- kure e Gwiglann adalek an 19 a viz Kerzu 1892,
- person en Enez-Tudi adalek ar 15 a viz Here 1906
- person e Gwinevez adalek an 22 a viz C'hwevrer 1910.
Klañv e chomas an aotrou Kaer war-lerc'h an tan-gwall a zistrujas iliz Gwinevez d'ar 15 a viz Mae 1935. Echuiñ a reas e vuhez e ti-retred ar veleien, e Keraodren, e Lambezelleg (douaret e voe e Plabenneg d'an 28 a viz Du 1937).
E 1924 e voe Yann-Frañsez ar C'haer e-touez ar veleien eus Bro-Leon a savas klemm dirak al lez-varn ouzh Yves Lefebvre abalamour d'e levr "La Terre des Prêtres" ; en aner avat.
Meur a levr a savas Yann-Frañsez ar C'haer, evel Ar Pevar Aviel lakeat en unan. Ha meur a bennad a embannas ivez e-barzh ar gelaouenn Feiz ha Breiz, adalek 1907 ha betek 1937.