peoplepill id: jean-charles-guichen
JG
France
1 views today
1 views this week
Jean-Charles Guichen
Musician from Brittany

Jean-Charles Guichen

The basics

Quick Facts

Intro
Musician from Brittany
Places
Work field
Gender
Male
Place of birth
Quimper, arrondissement of Quimper, Finistère, Brittany
Age
55 years
Jean-Charles Guichen
The details (from wikipedia)

Biography

Jean-Charles Guichen zo ur gitarour ampart. E vestroni war e venveg en deus sikouret anezhañ da sevel e stil muzik dezhañ e-unan, hag unan aes da anavezout. E vuhez a soner a grogas gant ar strollad Ar Re Yaouank krouet en 1986 gant e vreur Fred Guichen ha daou soner all. Dont a reas Jean-Charles da vezañ soner a-vicher da 18 vloaz ha beajiñ a ra dre ar bed a-bezh.

Skrid buhez

Kroget eo Jean-Charles gant ar muzik abred-tre. Da 6 vloaz en deus resevet e c'hitar kentañ ha kemeret en deus kentelioù solfadurezh ha gitar klasel e-pad 10 vloaz. Met prim-tre, en deus bet ur seurt heug gant ar solfadurezh...

Ar soñj a zo deuet diwezhatoc'h dezhañ pa 'z eo kroget e dad da gas anezhañ d'ar festoù-noz ha p'en deus dizoloet sonerien evel Alan Stivell, Dan ar Braz, Gilles Le Bigot. Gant Soïg Sibéril en deus desket an doare son anvet "open tuning", da lâret eo dre kendonerezh digor, hag a zo implijet gantañ hiziv an deiz c'hoazh.

Kroget eo da c'hoari er festoù-noz d'an oad a 16 vloaz gant Fred, e vreur, a oa 14 vloaz eveltañ. E dad a gase anezhañ d'ar sadorn noz hag e c'hoarie. Ar muzik a zeuas da gemer muioc'h-muiañ a amzer ha da vezañ pouezusoc'h-pouezusañ en e vuhez. Ur pennadig goude en deus kejet gant David Pasquet ha Gaël Nicol. Tremen a rae tout e zibenn-sizhunioù en Trou de mémoire en Sant-Nikolaz-ar-Pelem da evañ ha da seniñ muzik.

E 1990, Jean-Charles a baouezas e studioù evit dont da vezañ soner a-vicher. Amzer Gwerz, Carré Manchot, Skolvan e oa. Yaouank e oant hag un tamm rock n'roll! D'ar mare-se eo en deus krouet e holl liammoù gant ar sonerien festoù-noz.

Kroget eo da vezañ brudet e 1993, ma zeuas Fest-Noz still alive er-maez. E keit-se, Stephane De Vito a yeas d'e heul. Kemeret en deus ur c'henderc'her hag a zo kroget da vezañ anavezet dre ma rae abadennoù skingomz, ar sonadegoù en diavaez eus Breizh. E 1995, ar bladenn Breizh Positive hag e 1997 ar bladenn Ar Re Yaouank a zeuas er-maez. Mont a rae mat ar strollad ur stelejerez evit e remziad.

Goude bezañ bet sonet e-pad 10 vloaz asambles e 1998 e tivisas ar strollad Ar Re Yaouank d'en em dispartiañ. E 1998, e savas Jean-Charles ur bladenn nevez war e gont e-unan hag ober a reas ar c'h-Celtic Procession e kichen Jacques Pellen. Kejañ a reas gant Didier Lockwood ar bloavezh-se.

Pladennoù

Albom

  • 1998 1998 : Jean-Charles Guichen (Ciré Jaune)
  • 2012 2012 : Chadenn Denel (Coop Breizh)

Ar Re Yaouank

  • 1989 1989 : Sidwel
  • 1992 1992 : Fest-Noz Still Alive (Coop Breizh)
  • 1994 1994 : Breizh Positive (Coop Breizh)
  • 1996 1996 : Ravine (Coop Breizh)

Guichen Quartet

  • 2002 : Mémoire Vive (Coop Breizh)

Breudeur Guichen

  • 2004 : Frères (Coop Breizh)
  • 2007 : Dreams of Brittany (Coop Breizh)
  • 2011 : Brozhers (Coop Breizh)

Bran

  • 1992 : Christelle

Trio PSG

  • 2002 : PSG (Coop Breizh)

Perzh

  • 1995 : Collectif - Guitares celtiques (Sony Music)
  • 1998 : Frédéric Guichen - La Lune noire (Ciré Jaune)
  • 2000 : Taÿfa - Awal (Griffe)
  • 2000 : Jacques Pellen - Les tombées de la nuit, a Celtic Procession live (Naïve)
  • 2000 : Alan Stivell - Back to Breizh (Dreyfus)
  • 2003 : Dominique Babilotte - Patchworld (Toot / On Tour in Prod)
  • 2008 : Red Cardell - Le banquet de Cristal (Keltia Musique)
  • 2008 : Gwennyn - Mammenn (Keltia Musique)
  • 2009 : Red Cardell - La Fête au village (Keltia Musique)
The contents of this page are sourced from Wikipedia article. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.
Lists
Jean-Charles Guichen is in following lists
comments so far.
Comments
From our partners
Sponsored
Jean-Charles Guichen
arrow-left arrow-right instagram whatsapp myspace quora soundcloud spotify tumblr vk website youtube pandora tunein iheart itunes