Jakez Ducamp
Quick Facts
Biography
Jakez Ducamp (1922-1994) a oa ur beleg en eskopti Kemper ha Leon.
Brogarour birvidik ezel eus Strollad Broadel Breizh ne voe beleget nemet war an diviz e lezfe a gostez e obererezh vrezhon, pezh na reas ket e gwirionez met evel div vuhez en doa : hini ar beleg hag unan guzh pe dost, ar stourm vrezhon.
Toullbac'het e voe da vare an FLB ha diazezañ a reas Skoazell Vreizh. Klask a rae tiegezhioù da herberc'hiañ bugale tiegezhioù paour Iwerzhon e-pad an hañv e Breizh, moulañ a rae ar gelaouenn Ar Bed Keltiek war moulerez skolaj Sant Pêr ar Releg-Kerhuon ma oa kelenner betek 1988. Skriverezeañ a reas war stensiloù ar Brevial nevez e brezhoneg war-lerc'h Vatikan II ha moulañ anezho evit an nebeut beleion e Breizh a reas o soñj lavarout o brevial e brezhoneg, bout ma n'eus bet imprimatur ebet evit embann seurt oberenn.Emañ beziet e bered Kerbêr e Brest, e-tal ar groaz vras. War ur blakenn vaen ez eo bet garanet er yezh a gare :
"Beleg a zoare, Breizhad birvidik, den kalonek. E vignoned."
Levrlennadurezh
- Prezegenn-gañv gant an Tad Kervennic ha Buhezskrid gant Youenn Olier : Imbourc'h 294, Eost 1994