Fañch Peru
Quick Facts
Biography
Ur skrivagner brezhonek a Vro-Dreger eo Fañch Peru, ganet e 1940 e Keraofern (Ploubêr). Skrivet en deus un toullad levrioù, romantoù, eñvorennoù bugaleaj ha barzhonegoù, en ur yezh aes ha levezonet gant brezhoneg e gavell. Kelenner brezhoneg eo bet e Landreger, maer Koñfort-Berc'hed e Treger a-raok mont war e leve.
E vuhez
E dad a oa botaouer-koad hag e vamm ostizez. Skoliataet eo bet e skol vihan Keraofern, skol Plouared, skol normal Sant-Brieg ha Roazhon. Komz a rae brezhoneg er gêr, hag aet war studi ar galleg e skol-veur Roazhon (CAPES war al lizhiri modern). Erruet e skol-veur Brest en deus studiet brezhoneg ha tudoniezh (Aotreegezh ha DEA).
Da c’houde eo bet kelenner galleg ha brezhoneg e skolaj ha lise Landreger eus 1965 da 1998, pa 'z eo aet war e leve, hag ivez sevenadur Breizh en I.U.F.M Sant-Brieg. Hiziv an deiz e kelenn diwar-benn gizioù kozh Breizh e skol-veur Brest (div eur bep sizhun).
Skrivagner
Kroget eo da skrivañ e brezhoneg pa oa studier e Roazhon. Ur pezhig-c’hoari "Pennherez ar Genkiz" a zo bet embannet gant Brud e 1996. Goude-se en deus skrivet dreist-holl pennadoù e brezhoneg pe e galleg evit kazetennoù pe kelaouennoù: Le Trégor, Skol Vreizh, Ar Falz, Le Peuple Breton... Pa oa bihan e rae ivez kenstrivadegoù reizhskrivañ, ret e oa ober un enklask ha da c’houde sevel ur pennad-skrid diwar-benn an enklask-se. Staget en deus da skrivañ pennadoù modernoc’h evit e skolajidi (e 1970). A-benn ar fin en doa graet levrigoù gant ar pennadoù-se, hag e-pad 17 vloaz ur gronikenn bep miz, ha diwar-se ez eus bet embannet 4 levr kronikoù.
Pa oa yaouank e skrive pa'n deveze amzer, met abaoe m'emañ war e leve e skriv diouzh ar beure. Skrivañ a ra bep beure ur frazenn pe div war e gaieroù skol. Skrivañ a ra un toullad mennozhioù mesk-ha-mesk, dreist-holl diwar-benn e vugaleaj, an natur...
Roet ez eus bet dezhañ medalenn Marc'heger Urzh an Arzoù hag al Lizhiri gant ar Stad C'hall e 2002.
Oberennoù
Romantoù
- Enezenn an eñvor, 1991
- An traoniennoù-glas, Embannadurioù Skol Vreizh, 1993. 135 p.
- Kernigelled ar Goañv, 1997
- Eus an aod vev d’ar c’hoad don, 2002
- Glizarc'hant, Skol Vreizh, 2002: : Danevelliñ a ra buhez ur gêriadenn a Vro Dreger eus ar bloavezhioù 90 dre istor ur familh, hini ar Sidaner. El levr-mañ e kont gizioù an dud ha kemmadur o bed. Fañch Peru a ra taolenn ur gêriadenn test eus un amzer dremenet bez ‘zo ugent pe tregont vloaz. Ur romant kazi istorel eo neuze ken gwirion eo. Reiñ a ra da c'houzout buhez an dud er mare-se. Kinnig a ra lidoù hengounel an dud. Lusket e oa ar bloavezh gant ar pardonioù, hini itron Varia a Goñfort e Plouarmel an hini bouezusañ, Meurlarjez, ar c’hoarioù, an dañsoù, ar sonerezh, ar predoù, ar bistro, al labour-douar (maïz, loened, mekanikoù), ar besketerezh (ormela), ar garantez, ar politikerezh (manifestadegoù). An tudennoù alies a en em c’houlenn penaos e kemmo kevredigezh o hendadoù rak gwelout a reont ar mekanikoù bras o tont war-wel, ar saotradur (Amoco Kadiz), an distrujoù evel hini “koad an ametist” 'lec’h m’en em gave an amourousted evit kavout ar mein-se hag ar chaseourien evit preizañ, kudennoù an dilabour. Ur stourm a zo etre ar bed a-wechall hag ar bed o tont a-hed an istor.
- Kañfarded Milin ar Wern, 2008
Kontadennoù ha danevelloù
- Ur c'huzhiad avaloù douss-trenk (kontadennoù ha danevelloù berr), Skol Vreizh, Dastumad An Tri Aval, 1985.
Skridoù evit ar re yaouank
- Teñzor Run ar Gov (e gentañ levr evit ar grennarded), Skol Vreizh, Dastumad An Tri Aval, 1988. Skeudennet gant Ifig Troadeg.
- Bugel ar c'hoad, Skol Vreizh, 1993. 71 p. Skeudennoù gant Ifig Troadeg, golo gant Nanda Troman
- Gwaskado, Skol Vreizh, 2004. 81 p.
- Eñvorennoù Melen, ki bihan rodellek, 1999
- Bigorned-sukr ha bara-mel, Skol Vreizh, 136p, golo gant Yann-Luk Kloareg, 2014
Barzhonegoù
Kroget eo Fañch Peru da skrivañ barzhonegoù diwezhatoc'h, war-dro ar bloavezhioù 1990. Ar c'hentañ levr barzhonegoù skrivet gantañ a oa divyezhek (Etrezek an aber sall).
- Etrezek an aber sall / Vers l'estuaire salé. Skol Vreizh, 1995. Divyezhek. ("Fañch Peru a zo ganet e Kerofern, Ploubêr e 1940, etre ar « rinier vihan » hag ar « rinier vras » (al Leger). War vord ar stêrioù-mañ en deus tremenet ul lodenn vat eus e yaouankiz ha hiziv c'hoazh pa c'hell kaout hed c'har e teu da aveliñ, diavaez ha diabarzh. Evit kuilh ar vriad primskeudennoù-mañ en deus baleet a-hed al Leger eus ar vammenn betek an aber, tamm ha tamm, da bep seurt koulz eus an deiz, da bep seurt mare eus ar bloaz. An destenn c'halleg kinniget a-dal n'eo ket un droidigezh ger ha ger eus an destenn vrezhonek.")
- Hentoù ar c'hornog (divyezhek), skrivet e 1998.
- Va enezenn din-me deuet er-maez e 2000. (brezhoneg hepken)
- Gwenojennoù hon huñvreoù (2007) (divyezhek)
- Ur vuhez kazh, Une vie de chat, Skol Vreizh, 2010. Barzhonegoù bihan diwar-benn e gazh Ludu.
- Kan ar stivell, 2012, (divyezhek)
Troidigezhioù
- Koroll an Haiku, Skol Vreizh, 1999. 94 p. Ul levr da zeskiñ skrivañ an Haiku. Savet gant Kunihiko Fujii, troet e brezhoneg gant Alain Kervern ha Fañch Peru.
- Levrioù barzhonegoù ar skrivagner saoz Roy Eales
- C'hoarioù Breizh troet diwar ar galleg, diwar-benn c'hoarioù Breizh.
- Lannion, luc'hskeudennoù Francis Goeller, Skrid gant Yvon Le Men, troet e brezhoneg gant Fañch Peru. Embannet gant Apogée, 2005. Dastumad : Les carrés d'Apogée. 47 p.
Kenlabour
- Toutes les Cultures de Bretagne, avec la participation de : Jean Bescond, Sylvie Blottière-Derrien, Georges Cadiou, Ronan Calvez, Jean-Christophe Cassard, Paolig Combot, Jérôme Cucarull, Françoise Daniel, François de Beaulieu, Michel Denis, Yves Defrance, Fañch Elegoët, René Estienne, Francis Favereau, Claude Geslin, Daniel Giraudon, Yann Goasdoué, Marc Gontard, Jacques Hermouet, Patrick Hervé, Yves Jardin, Yves Lebahy, René Lafite, Rozenn Layec, René Le Bihan, Pierre Le Bris, Daniel Le Couédic, Pierre-Yves Le Rhun, Claude Millour, Jean-Jacques Monnier, Fañch Olivier, Gilbert Péron, Fañch Peru, Jean-Pierre Pichard, Fañch Postic, Georges Provost, Alan-J. Raude, Bernez Rouz, Jean-Fraçois Simon et Jean-Yves Veillard. Skol Vreizh. Levr keinet - 16,5 x 25 - 370 pajennad.
Liammoù
- Pennad-kaoz war kaouenn.net amañ, amañ, hag amañ
- Pennad-kaoz war tv-tregor.com