peoplepill id: eugene-le-roux-1
ELR
France
1 views today
1 views this week
Eugène le Roux
Frans schrijver (1893-1976)

Eugène le Roux

The basics

Quick Facts

Intro
Frans schrijver (1893-1976)
Places
Work field
Gender
Male
Place of birth
Pommerit-Jaudy
Place of death
Plougrescant
Age
82 years
The details (from wikipedia)

Biography

Eujen ar Rouz (Eugène le Roux en ti-kêr), "Evnig Penn-ar-C'hoad" e anv skrivagner, a zo un Tregeriad anezhañ, brudet e ganaouennoù hag e bezhioù-choari.

Buhez

Ganet eo bet Eugène Le Roux d'an 9 a viz Gwengolo 1893 e Peurid-ar-Roc'h. Goude-se e kemeras an anv-barzh « Evnig Penn-ar-C'hoad », anv al lec'h ma oa o chom hag a zo anvet « Le Chef du Bois » war banelloù-hent Peurid-ar-Roc'h ! Pa oa bugel c'hoazh e kemeras perzh e gouelioù kentañ Bleuñ Brug hag a oa aozet gant kure yaouank Sant-Nouga, Yann-Vari Perrot, e maner Keryann, e Bro-Leon. Deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm saver kanaouennoù ha pezhioù-c'hoari. Dont a rae brud dezhañ amañ hag ahont e Bro-Dreger dre ma kemere perzh e gouelioù a bep seurt. Ezel e oa eus Breuriezh ar Brezhoneg, ha skrivañ a rae e kelaouennoù evel "Arvorig".

E 1922, ez eas Evnig Penn-ar-C'hoad da Bariz da labourat e Ministrerezh an Arc'hantaerezh hag an dra-se a reas e-pad dek vloaz. Evnig a oa d'ar c'houlz-se ezel eus Kelc'h Keltiek Pariz ha barner er c'henstrivadegoù displegañ ha kanañ e brezhoneg hag a veze dalc'het bep bloaz eno. Distroet e oa da Vreizh e 1933 rak anvet e oa bet da dailhanter da Rosko.

Degemeret e voe da ezel gant ar C'hoursez pe Gorsez.

Aet eo da Berwenan war e leve-kozhni e 1956 hag eno e kendalc'has da labourat war hon sevenadur. Degemer a rae a bep seurt tud en e di. Da skouer, mont a reas Makoto Noguchi da vrezhonegañ gantañ alies.

Marvet ha douaret eo bet e Plougouskant d'an 19 a viz Ebrel 1976.

Skrivagner

Skrivañ a rae p'en deveze un tamm amzer. Kemer a reas perzh e kenstrivadegoù ar Bleuñ-Brug ha goude gounit meur a briz e voe embannet e sonioù da c'houde e Feiz ha Breiz hag e Breiz, krouet e 1927 ha renet gant e vignon Erwan ar Moal.

Oberennoù

  • Meur a ganaouenn a zo brudet en deiz a hiziv c'hoazh, dreist-holl e Bro-Dreger. Menegomp :

« Son ar sistr », « Son ar c'hafe », « Salud Breizh ».

  • E 1930 ez eus bet embannet un teskad kanaouennoù poblek ennañ e gGanaouennoù brudetañ, « Eun dornad Brug », gant Mouladurioù Breiz, ha moulet e ti-moulañ Superbie e Gwengamp (1930).
  • Skrivañ a reas ivez e Pariz daou fentc'hoari : "Ar barr-avel" hag "Ar barner barnet" hag a voe c'hoariet meur a wech e Lannuon, e Tregastell, e Boulvriag, e Pleuvihan hag e lec'h all.
  • Gounit a reas meur a briz gant sonioù a voe embannet da-c'houde e Feiz ha Breiz hag e Breiz. Embannet ez eus bet teir c'hanaouenn warn-ugent e 1962 gant Emgleo Breiz, « War hentoù Breiz » gant e ganaouennoù beilhadegoù, ha moulet e ti Prudhomme e Sant-Brieg.

Ur bern pennadoù a zo bet savet gantañ e "Breiz" hag en "Arvorig".

Levrlennadurezh

  • Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Lukian Raoul, Al Liamm, 1992
The contents of this page are sourced from Wikipedia article. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.
Lists
Eugène le Roux is in following lists
comments so far.
Comments
From our partners
Sponsored
Eugène le Roux
arrow-left arrow-right instagram whatsapp myspace quora soundcloud spotify tumblr vk website youtube pandora tunein iheart itunes