Aleksandr Ledan
Quick Facts
Biography
Aleksandr Ledan, ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1777 e Montroulez ha marvet d'ar 17 a viz Ebrel 1855 e Montroulez, a oa mouller, skrivagner ha troour.
Deskiñ a reas micher ar moullañ e ti Fañch Guilmer e Montroulez, adalek 1791. Goude ez eas d'an arme, arme nevez an Dispac'h gall (1795) ma savas betek ar rez a sarjant-major. E 1805 e tigoras e voullerezh dezhañ e Montroulez, da voullañ skridoù gallek ha brezhonek. E-pad hanter-kant vloaz e embannas ur bern kanaouennoù war follennoù-nij ha levrioù bihan. E vab François-Marie-Alexandre Ledan a gendalc'has al labour war e lerc'h.
Aleksandre Ledan, ouzhpenn moullañ forzhig skridoù e brezhoneg, a savas hag a zastumas kalz kanaouennoù brezhonek. Eizh karnedad dornskrivet zo chomet war e lerc'h, gant an titl Guerziou Brezonec, enno kanaouennoù skrivet etre 1815 ha 1854. 103 anezho a voe savet gant Ledan e-unan hag an 260 all a voe dastumet gantañ. Emañ ar c'hanaouennoù-se bremañ el levraoueg Les Amours Jaunes e ti-kêr Montroulez.
Oberennoù
- Conferançou curius, util hac interessant evit amusamant an dud divar ar meaz
- Histor ar bonom Mizer, 1829
Troidigezh
- Simon a Vontroulez pe ar marc'hadour mercer, 1834, diwar Simon de Nantua gant Laurent-Pierre de Jussieu
Levrlennadur
- L'imprimerie Lédan à Morlaix (1805-1880) et ses impressions en langue bretonne, Gérard Bailloud, Skol.
Liamm diavaez
- Daskor
- Tezenn Herve Peaudecerf
- Kanaouennoù A. Ledan - "Musique Bretonne" niv.187, 2004
- Une bibliothèque bleue en langue bretonne, Gwennole Le Menn, Annales de Bretagne et des Pays de l'Ouest, 1985, niv. 92-3, pp. 229-240