Biography
Also Viewed
Quick Facts
Gender |
| |
Birth | 1547 |
Biography
Troilo Orsini a oa un denjentil italian, kenderv da Paolo Giordano Iañ Orsini, dug Bracciano. Hennezh a oa dimezet da Isabella de' Medici, merc'h da Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana. En 1558 e voe graet an eured e Poggio a Caiano.
Goude an eured e oa aet Isabella da chom da di he zad en-dro. E-keit-se e veze Paolo Giordano e Roma alies pa ne veze ket o vrezeliñ.
Kaoz a voe er vro eus he darempred gant Troilo Orsini, a oa bet karget gant Paolo Giordano da ziwall anezhi e-keit ma veze Paolo gant e labour en arme, ha war-dro ur vaouez all e Roma. Dont a reas an ozhac'h da glevout ar gaoz, evit brasañ gwalleur Isabella, rak fellout a reas dezhañ kastizañ e wreg, hogen ne gredas ober netra keit ma oa bev he zad, an dug-meur kozh. Tec'hel a reas Troilo da Vro-C'hall.
Hogen mervel a reas Cosimo Iañ de' Medici d'an 21 a viz Ebrel 1574, ha goude marv he zad ne oa den galloudek ken evit gwareziñ Isabella, rak an dug-meur nevez, he breur Francesco, a oa displijet gant doareoù he c'hoar.
Marv Isabella
Krouget e voe Isabella gant he fried er Villa Medicea di Cerreto Guidi, e-tal Firenze d'ar 15 a viz Gouhere 1576.
Evit Troilo a voe lazhet e Pariz un toullad mizioù goude.
Arz
Troilo Orsini a weler en un daolenn gant Anastasio Fontebuoni hag a zo anvet Troilo Orsini che soccorre Caterina de’ Medici e Carlo IX, hag a voe urzhiet gant Maria de' Medici (rouanez Bro-C'hall) e 1620 evit lakaat e Palez al Luxembourg e Pariz.