Robert Broudic

French fisherman
The basics

Quick Facts

IntroFrench fisherman
PlacesFrance
wasFisher
Gender
Male
Birth24 May 1920, Morlaix, Finistère, Brittany, France
Death15 January 1991Trébeurden, Côtes-d'Armor, Brittany, France (aged 70 years)
Star signGemini
The details

Biography

Roparzh Broudig, Robert Broudic en ti-kêr, ganet d'ar 24 a viz Mae 1920 e Montroulez, eus tu Treger, ha marvet d'ar 15 a viz Genver 1991 e Trebeurden, a oa ur moraer ha pesketaer breton, ur barzh ha skrivagner brezhonek hag un emsaver. Savet eo bet e Martinik met distreiñ a reas da Vreizh war-lerc'h marv e dad pa ne oa nemet 6 vloaz c'hoazh. Studiañ a reas e skolioù-mor ha kregiñ da verdeiñ. Gant an Eil brezel-bed e rank chom er vro hag eno e tesk brezhoneg gant an devezhierien war ar maez. Er bloavezhioù 1950 ez eas da Vro-Senegal hag Aod-an-Olifant da besketa. Goude e tistro da Vreizh da vezañ pesketaer war aodoù Treger.

Oberennoù

Levrioù

  • St Paul enez villiget, roman diembann (tapet gantañ eil priz lennegel Breizh e 1942)
  • Gant red an dour, Emgleo Breiz, 1957 (barzhonegoù)
  • En ur ruilhañ bili, Mouladurioù Hor Yezh, 1986
  • Gwrez an trovanoù, Hor Yezh, 1991

Skridoù

Kenlabourat a reas gant Arvor, Barr-Heol, Al Liamm, Al Lanv

Levrlennadurezh

  • Lukian Tangi, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p.46-47.
  • Le Trégor, 10.01.2013, p.10.

Liammoù diavaez

The contents of this page are sourced from Wikipedia article on 14 Jul 2020. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.