Biography
Lists
Also Viewed
Quick Facts
Intro | Catholic blessed | ||||||||
Places | France | ||||||||
was | Cleric | ||||||||
Work field | Religion | ||||||||
Gender |
| ||||||||
Birth | 3 October 1763, Paris, Île-de-France, France | ||||||||
Death | 4 March 1825Vannes, arrondissement of Vannes, Morbihan, Brittany (aged 61 years) | ||||||||
Family |
|
Biography
Marie-Louise-Élisabeth de Lamoignon, deuet da vezañ an itron kontez Molé de Champlâtreux da heul he dimeziñ (graet e veze an Itron Molé anezhi), ha goude, deuet da vezañ ar Vamm Sant-Loeiz (Mère Saint-Louis) pa oa en urzhioù (ganet d'an 3 a viz Here 1763 e Pariz-marvet d'ar 4 a viz Meurzh 1825 e Gwened), a zo ur wenvidigez katolik, savet ganti "kongregasion ar Garitez Sant-Loeiz" ("Seurezed Sant-Loeiz").
Buhez
Eus an noblañs uhel (he zad a oa ministr ar Justis e 1787) e oa ha tregont vloaz e oa-hi pa voe dibennet he gwaz da Sul Fask 1794 e-pad « Spont Bras » an Dispac'h Gall e Pariz. Glac’haret bras e voe gant se ha sevel a reas enni ar c’hoant da vont en Urzhioù, met ne reas ket evit sentiñ ouzh he c’hofesour. Hemañ he galvas pa voe anvet eskob e Gwened. Neuze e savas « an Itron Molé » – evel ma veze graet anezhi – ur skol gentañ e Gwened, ha d'ar poent-hont eo a reas he leoù kentañ, ha kalz a verc’hed paour a fellas dezho mont en urzh nevez-savet ganti e 1803.
Gwenvidikadur
D’ar 26 a viz Mae 2012 (deiz Sul ar Pantekost 2012) eo bet lakaet war roll ar Winvidion e Gwened. Hervez ar c'helaouennoù e vefe ar gwenvidikadur kentañ graet e Breizh .
Liammoù diavaez
- (en) Fichenn diwar he fenn
- (fr) "Le Télégramme"
- (fr) "Ouest-France"