Jean Tricoire

The basics

Quick Facts

Gender
Male
Birth28 January 1921
Death17 March 1994 (aged 73 years)
The details

Biography

Jean Tricoire, pe Jean Clément Anatole Tricoire, bet ganet e Saint-Martin-des-Noyers (Vendée) d’an 28 a viz Genver 1921 ha marvet e Kastell-Briant d’ar 17 a viz Meurzh 1994, a oa mezeg ha saver un hentenn da zeskiñ brezhoneg embannet gant Emgleo Breiz.

E Naoned e reas e studioù medisinerezh. Mont a reas da vezeg e Kastel--Briant. Dimeziñ a reas e 1946 da Germaine Allenou, eus Groñvel ; e vamm-gaer ne ouie ket galleg. Brezhoneg a grogas da zeskiñ e 1948 digant e bried.

Perzh a gemere e-barzh Al Leur Nevez hag Emgleo Breiz. Dastum a reas ivez danvez pobl eus korn-bro Kastell-Briant.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 1993 e Dinan.

Oberennoù

  • Komzom, lennom ha skrivom brezoneg.
    • Kentañ lodenn, Roazhon 1955. Adembannet teir gwech. Diwezhañ embannadur e 1983. Emgleo Breiz.
    • Eil lodenn, 1963. Emgleo Breiz.
    • Me a gomzo brezoneg. Trede lodenn. 1990. Ne oa ket bet embannet gant Emgleo Breiz, marteze peogwir ne oa ket skrivet e falc'huneg, met er skritur a oa bet kemmet e-kerzh bodadegoù er bloavezhioù 1972-76 (braw, assurañs, passianted, poent eo, ur c'hamarad, n'eus ket awalc'h).
The contents of this page are sourced from Wikipedia article. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.