Jean-Pierre Tillenon

The basics

Quick Facts

A.K.A.Yann-Ber Tillenon
A.K.A.Yann-Ber Tillenon
PlacesFrance
isArtist Sculptor
Work fieldArts
Gender
Male
Birth5 December 1947, 13th arrondissement of Paris, Paris, Seine, France
Age77 years
Star signSagittarius
The details

Biography

Yann-Ber Tillenon pe Yann-Ber Tihernon — Jean-Pierre Tillenon e anv kefridiel — zo un emsaver, ur madoberour hag un arzour kevredadelour hanter-vrezhon hanter-alaman, bet ganet e 1947 e Pariz.

Buhez hag obererezh

Desavet e voe en ur familh a vourc'hizion vreizhat a orin eus Bro-Bagan a-berzh tad, hag a orin alaman hag elzasat a-berzh mamm. E dad-kozh a voe un drouiz eus an Emsav kentañ gant al lesanv Al Louzaouer. E dad a oa Drouiz er Gorsedd, gant al lesanv Thenenan. Yann-Ber Tillenon a reas anaoudegezh gant meur a emsaver evel Guy Étienne, Youenn Olier, Morvan Marchal pe Remont Jestin.

E darempred ez eas gant Ker-Vreiz adalek 1964. Deskiñ a reas brezhoneg adalek 1968, e Kelc'h Debauvais. Goude bout bet legionour en arme Bro-C'hall, e Mururoa, e diwezh ar bloavezhioù 1960 e teuas da vout un ezel eus ar Strollad sokialour, tost d'ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ Action Directe peogwir e oa kamalad kleiz Joëlle Aubron.

Levezonet e voe gant Goulven Pennaod ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Kêr-Vreiz hag e Goursez Breizh, er bloavezhioù 70. Adalek deroù ar bloavezhioù 1980 e pellaas diouzh an tu-kleiz. E 1983 e savas gant Goulven Pennaod ar gevredigezh pagan Kelc'h Maksen Wledig, a-gevret gant Bernez Jestin ha Tieri Gwigourel. "Diaspad" e oa kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se, ha pennadoù a skrivas enni. Daou bennad a skrivas er gelaouenn Al Liamm, ivez : Yann Kel hag Evit ar re a zo en toull.

Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe 1987, kemmet anv ar gevredigezh-se e "Kêrvreizh" gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù Aber pe Nidiad. Ur gelaouennig Kêrvreizh a embanne.

Bep ha ma tostaas ouzh an tu-dehou pellañ nevez gall e savas ur strolladig europeour e penn kentañ ar bloavezhio01990 gant Goulven Pennaod, Tristan Mordrelle ha Guillaume Faye, Europa Riezel an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh. Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1990 ez embann pennadoù evit difenn keal un Europa kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman Concordia oppositorum ("Emglev ar c'hontroloù" e latin), da lavarout eo bodañ tud eus an tu-dehoù hag eus an tu-kleiz, evit brudañ ar pezh a zo boutin etrezo ha diazez ar politikerezh kevreadelour hervezañ. Danvez kuzulier-departamant eo bet e 2004 evit kanton Lanniliz. D'ar 6 a viz Mezheven 2006 en doa sinet un emglev gant politikourion ouennelour eus an tu-dehoù pellañ evit gwareziñ ar ouenn.

Livañ ha kizellañ a ra taolennoù ha delwennoù hag a denn da zanvez Breizh hag an Emsav, evel poltredoù eus Paganiz, eus Guy Étienne pe Youenn Olier. E oberoù zo war ziskouez e karter Montparnasse e Pariz, e stal Kêrvreizh a zo sko ouzh bered ar c'harter-se.

Ereoù diavaez

Notennoù

<references>

  1. Gw. Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000, Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51
  2. Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.
  3. Niverenn 184 Al Liamm, 1977.
  4. Niverenn 200 Al Liamm, 1980.
  5. Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.
  6. Gw. Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours, Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394
  7. Gw. e bennad Candidature présidentielle fédéraliste (e galleg)
  8. Gw. Galv Moskova (e galleg)
The contents of this page are sourced from Wikipedia article on 07 Jul 2020. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.