Jean-François Caër

French priest and writer
The basics

Quick Facts

IntroFrench priest and writer
PlacesFrance
wasWriter Priest
Work fieldLiterature Religion
Gender
Male
Birth16 April 1861, Plabennec, canton of Plabennec, arrondissement of Brest, Finistère
Death26 November 1937Lambézellec, arrondissement of Brest, Finistère, Brittany (aged 76 years)
Star signAries
The details

Biography

Yann-Frañsez ar C'haer, pe Jean-François Caër hervez e anv ofisiel (Plabenneg, 16 a viz Ebrel 1861 - Lambezelleg, 26 a viz Du 1937) a oa ur beleg katolik eus Bro-Leon hag ur skrivagner brezhonek.

Beleget e oa bet d'an 10 a viz Eost 1886 a-raok mont da gure ha person e meur a barrez eus Eskopti Kemper ha Leon :

  • kure e Skaer adalek an 9 a viz Eost 1887,
  • kure e Penmarc'h adalek ar 26 a viz Meurzh 1889,
  • kure e Gwiglann adalek an 19 a viz Kerzu 1892,
  • person en Enez-Tudi adalek ar 15 a viz Here 1906
  • person e Gwinevez adalek an 22 a viz C'hwevrer 1910.

Klañv e chomas an aotrou Kaer war-lerc'h an tan-gwall a zistrujas iliz Gwinevez d'ar 15 a viz Mae 1935. Echuiñ a reas e vuhez e ti-retred ar veleien, e Keraodren, e Lambezelleg (douaret e voe e Plabenneg d'an 28 a viz Du 1937).

E 1924 e voe Yann-Frañsez ar C'haer e-touez ar veleien eus Bro-Leon a savas klemm dirak al lez-varn ouzh Yves Lefebvre abalamour d'e levr "La Terre des Prêtres" ; en aner avat.

Meur a levr a savas Yann-Frañsez ar C'haer, evel Ar Pevar Aviel lakeat en unan. Ha meur a bennad a embannas ivez e-barzh ar gelaouenn Feiz ha Breiz, adalek 1907 ha betek 1937.

The contents of this page are sourced from Wikipedia article. The contents are available under the CC BY-SA 4.0 license.