Erwan Hupel (ganet d'ar 7 a viz Here 1975) zo kelenner ha skrivagner brezhonek.
Bet eo o kelenn e Stumdi, a-raok dont da vezañ skolaer divyezhek er bloavezhioù 2000 ha kelenner brezhoneg en eil derez hag e Skol-Veur Roazhon 2 pelloc'h. Arbennikaet eo war studi al lennegezh vrezhonek.
Bet eo ivez e penn Radio Kerne. Perzh en deus kemeret e-pad meur a vloaz e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan.
Oberennoù
Lennegezh
- Yudal!, Embannadurioù al Liamm, 2013, Priz Langleiz 2013.(ISBN 978-2-7368-0097-0)
Levrioù bugale
- Ar brammoù, TES, 2007 (ISBN 978-2-912905-84-0)
- Barzhaz an naon du, Al Liamm, 2009 (ISBN 978-2-7368-0078-9)
- Istor du ar familh yar, embannadurioù Goater, 2012 (ISBN 978-2-918647-15-7)
Yezh
- Parler breton comme un Breton, Ixelles éditions, 2013 : ouzhpenn 2 000 tro-lavar a vremañ (ISBN 978-2875151865)
- Le breton pour les nuls, First edition, 2014 (ISBN 2754064133)
Troidigezhioù
Lennegezh
- Kêr al loened (troet diwar "Animal farm" gant George Orwell), Skrid, 2011 ;
- An estren (troet diwar "L'étranger" gant Albert Camus), Skrid, 2016.
Bannoù treset
- Ar vBidochoned o veajiñ a-stroll (troet diwar "Les Bidochons en voyage organisé" gant Christian Binet), An Dalar, 2002